Buhezskrid

Sonerezh treuz
ha kendeuz keltiek

Gant Alan Stivell eo bet ijinet meizad ar Sonerezh keltiek ha skignet e-touez an holl.
Met strizh eo ar ster a vez roet d’ar ger-se gant an dud, daoust m’en deus talvoudegezhioù lies.
An termen “Sonerezh keltiek” a blij kalz da Alan Stivell, met n’eo ket a-walc’h evit termeniñ holl arvezioù e sonerezh. Alan Stivell zo ivez unan eus mistri ar pezh a vez anvet “Cross-over” ; rak bet eo, ha bez’ eo c’hoazh, unan eus difennerien veur ar meskañ sevenadurioù.
Ouzhpenn brudañ ar Sonerezh breizhek ha keltiek modern en deus graet Alan Stivell, pa’z eo bet unan eus ar re o deus krouet meur a seurt sonerezh er bed : Folk-rock pe Ambient, ha dreist-holl World-Music en deus dispaket an deorienn anezhañ kerkent ha war e bladenn Reflets e 1970.

  • Kerkent ha 9 bloaz (1953) e kinnig e sonadegoù kentañ (Unesco, iliz-veur Gwened, Olympia…). Ul levezon anat o devo ha lakaat a raint an delenn geltiek da adc’henel.
  • Dont a ra da vezañ tommoc’h-tommañ ouzh ar sonerezh hag ar sevenadurezh keltiek hag e teu da vezañ ur mailh warno.
  • Etre 1958 ha1966 e tres telennoù keltiek, e krog da skrivañ ur simfoniezh hag e enroll e donioù kentañ gant an delenn solo. War un dachenn all (sonerezh hengouneloc’h) ez eo anavezet evel unan eus ar gwellañ sonerien binioù bras.
  • E 1966 e krog da ganañ evel den a vicher (d’ar c’houlz-hont ne oant nemet daou, gant ar barzh all, Glenmor).
  • Ar bloaz war-lerc’h e siner ur gevrat etrebroadel kentañ gant Philips-Fontana (Universal). E resitalioù kentañ a ro c’hoant da dud all da vont d’e heul dija.
  • An albom kentañ « Reflets » (1970) a zo ur poent loc’hañ. Un doare manifesto eo ivez evit ur sonerezh hironaet hag a zegas meizad ar « World-Music » da zont.
  • E 3e opus, « Renaissance de la harpe celtique », bet enrollet e 1971, a laka miliadoù a delennourien hag a ludaouerien da ziflukañ er bed a-bezh.
  • E « Pop-Plinn », ar wech kentañ ma kendeuzer brezhoneg ha rock, ha dreist-holl ar sonadeg (C’hwev. 1972) hag an albom « A l’Olympia » (en tu-hont da 2 vilion a skouerennoù gwerzhet) a lakaio kalz-kalz a dud da vezañ sot gant ar sonerezh nevez-mañ : anv a reer eus ur « marzh Stivell » hag a cheñch da vat skeudenn Breizh.
  • C’hoariet en doa dija en Italia, en Iwerzhon hag e Londrez (Queen Elizabeth Hall e 68 gant ar Moody Blues) met adalek 1973 an hini eo en em zispak e remzad etrebroadel : leuniañ a ra diwar neuze salioù bras Europa, Amerika, Aostralia, gwelet e vez er festivalioù rock bras evel war al leurennoù skinwel.
  • E 1974 e krou an ti-pladennoù Keltia III, dasparzhet abaoe gant meur a oberour war dachenn ar sonerezh, eus Universal da harmonia mundi.
  • E 1980, e Symphonie celtique e stad an Oriant (Gouel ar Gelted) ha sonadegoù bras-divent (14000 selaouer e Milano).
  • Alan n’emañ ket en e aez gant ar statud « star »-mañ : er bloavezhioù 80, e produ albomoù all, dibaroc’h. Ar pezh na vir ket outañ a c’hounit selaouerien nevez er bed a-bezh (Italia, Alamagn, SUA, Kanada,…) en ur vont alies da gaout peoc’h en e di e Langoned.
  • War-lerc’h « Legend » pe « The Mist of Avalon » ha goude bezañ kejet gant Francis Dreyfus, e kinnig un doare nevez eus e ditloù hollvrudet : e 1993 ez eo an albom « Again » poent loc’hañ ur wagenn nevez (teir gwech pladenn aour). Pediñ a ra e vignon Dan Ar Braz (lañset e oa dija mennozh « L’Héritage des Celtes ») . Berzh spontus a ra an droiad a zeu war-lerc’h e 1994. Evel er bloavezhioù 70 e ra an holl selaouerien hag ar rummadoù nevez un degemer brav d’e sonerezh.
  • An albom « Brian Boru », bet produet gant Martin Meissonier, a laka muioc’h c’hoazh sonerezh Alan er Sonerezhioù a vremañ. Kadarnaet e vo c’hoazh an tuadur-se gant an albom « 1 Douar » (One Earth), gant Youssou N’dour, Jim Kerr, Paddy Moloney, John CaleKhaled.
  • A-raok enkadenn ar gwerzhañ pladennoù, e veze gwerzhet 100.000 skouerenn eus e bladennoù bep bloaz.
  • Merket eo deroù ar 21 kantved gant an albom gant binvioù hepken « Au-delà des mots », al levr « Telenn, la harpe bretonne » kenskrivet gant Jean-Noël Verdier, hag an Dvd « Parcours » (Fox-Pathé), deuet da vezañ Dvd aour buan-tre.
  • E 2006, e teu er-maez ar bladenn « penn a-raok » « Explore », doare elektro-rock ha hip-hop. Ur wech ouzhpenn, pevar alc’hwez Télérama hag an titl « Miz-Tu » e playlist France Inter.
  • E 2009 e tegas soñj « Emerald » eus ar bloavezhioù kentañ folk-rock, met doare ar bloavezhioù 2000.
  • E 2012 e lider 40vet deiz-ha-bloaz e sonadeg istorel en Olympia e Pariz. Universal a embann ar best of « Ar Pep Gwellañ ».
  • En hañv 2013, e c’hall an dud dizoleiñ ar sonadeg-se end-eeun gant ur Cd-Dvd, « 40th Anniversary Olympia 2012 » (Universal). War-lerc’h e teu ul levr nevez kenskrivet gant Alan Stivell (Sur la route des plus belles légendes celtes ) embannet gant Arthaud-Flammarion.
  • E 24e albom, « AMzer (seasons)» a zeuio er-maez e Gwengolo 2015.
  • Un droiad hir a vo war-lerc’h e dibenn 2015 hag e 2016 en ur dremen dre La Cigale e Pariz d’ar 7 a viz Du. Evel ur maen-bonn en e remzad 50 vloaz e vo, gant ur sonerezh atav ken nevezus ha gwriziennet er 21 kantved.

                               Troet gant Olier Ar Mogn           (trug. dezhañ)

10 Replies to “Buhezskrid”

  1. Pingback: gf porn
  2. Pingback: pax 3 how to use
  3. Pingback: GVK Biosciences
  4. Hello blogger, i must say you have very interesting
    posts here. Your website should go viral. You need initial traffic only.
    How to get it? Search for: Mertiso’s tips go viral

  5. Pingback: binaural
  6. Pingback: DMPK
  7. Pingback: alisexnude.com
  8. Pingback: urokitub.ru
  9. Pingback: ulconsul.ru

Leave a Reply

Your email address will not be published.

*
To prove you're a person (not a spam script), type the security word shown in the picture. Click on the picture to hear an audio file of the word.
Anti-spam image