Pladenn nevez

PLADENN NEVEZ (2 ‘viz Gwengolo)

Single kentañ « NEw’ AMzer »

SONADEG D’AR 7 A VI Z DU LA CIGALE PARIZ

hep ankounac’haat

5 ‘viz Du St Brieug, La Citrouille,

6′ vizDu Ar Baol, Atlantia,

9 ‘viz Kerzu Pazhieg Le Ponant,

12 ‘viz Kerzu Konkerne PAC

50 VLOAZ DEDIET D’AR C’HAN HA D’AR SONEREZH

24 ALBOM E SERVIJ SONEREZH AR BED-HOLL.

AMzer
En e unan en e studio da gentañ, ha goude-se gant un nebeud mignoned an hini eo en deus dorloet Alan Stivell ar rentañ enor-mañ d’an amzer, awenet gant lusk ar c’houlzoù-amzer hag ar varzhoniezh. Ar sederoni zon a santer a zeu diwar ur “sound design” ma kaver mouezh, kerdin, fleütoù ha toserezh a-unan da vont d’ober ur sonerezh arvestat, etre rak-folk ha sonerezh elektronek nevezus. Kejañ a ra neuze tremened koshañ ha modernelezh en amzer o tremen, an AMzer.